Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Filipiz 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 heskiner an Iliz e-keñver ar gred, divlam e-keñver reizhder a zo el lezenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 evit ar pez a zell va aket e‐kenver va relijion, o veza persecutet an Iliz; evit ar pez a zell ar justis hervez al lezen, direbech.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Filipiz 3:6
25 Iomraidhean Croise  

Ar roue a c'halvas ar C'habaoniz evit komz outo. Met ar C'habaoniz ne oant ket eus mibien Israel, un nemorant eus an Amoreaned e oant, ha mibien Israel a oa en em ereet en o c'heñver dre le. Koulskoude Saül a glaskas o lakaat da vervel en abeg d'e c'hred evit mibien Israel ha Juda.


hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhañ en e garr.


Na vez ket reizh betek re, ha na vez ket re fur, perak en em gollfes?


Mar deu ar c’hig bev da dreiñ en gwenn, ez aio da gavout an aberzhour.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc’h leun a laeroñsi hag a zireizhder.


Rak, me a lavar deoc’h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n’antreot ket e rouantelezh an neñvoù.


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d’an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn.


evel ma’z eo test din ar beleg-meur hag holl guzul an henaourien. O vezañ bet zoken lizheroù diganto evit ar vreudeur, aet on da Zamask, da zegas ereet da Jeruzalem ar re a oa eno evit ma vijent kastizet.


Gouzout a reont adalek ar penn-kentañ, mar fell dezho reiñ testeni a gement-se, em eus bevet evel ur farizian, hervez ar sektenn strishañ eus hor relijion.


Saol a zismantre an Iliz, o vont en tiez, o skrapat diouto ar wazed hag ar gwragez had o teurel anezho er prizon.


Bez’ e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc’hemenn o vezañ deuet, ar pec’hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.


Na roit ket da gavout tamall, na d’ar Yuzevien, na d’ar C’hresianed, na da Iliz Doue,


rak me eo an disterañ eus an ebestel, ha n’on ket dellezek da vezañ anvet abostol abalamour ma em eus heskinet Iliz Doue.


evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,


ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.


me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,


Tud kêr a lavaras da Joaz: Laka da vab da zont er-maez ha ma varvo, rak diskaret en deus aoter Baal ha troc'het hec'h ashera.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan