Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Filipiz 3:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Evidomp-ni, emaomp keodedourien an neñv, a-belec’h e c’hortozomp ivez ar Salver, an Aotrou Jezuz-Krist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Mes evidomp‐ni a zo bourc’hizien an env; a be leach ive e c’hortozomp ar Zalver, an Aotrou Jesus‐Christ,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Filipiz 3:20
36 Iomraidhean Croise  

Reiñ a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioù a zo ez tu dehou da viken.


Evidon-me, er reizhder e welin da zremm. Pa zihunin, e vin leuniet gant da skeudenn.


Evit an den poellek gwenodenn ar vuhez a gas d'an nec'h, hag a ra dezhañ tec'hout diouzh lec'h ar marv en traoñ.


Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.


Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan ha n’eo ket pinvidik e Doue.


hag e vi eürus dre ma ne c’hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.


hag a lavaras: Tud a C’halilea, perak en em zalc’hit aze da sellout ouzh an neñv? Ar Jezuz-mañ, savet diganeoc’h en neñv, a zeuio en-dro en hevelep doare evel ma hoc’h eus e welet o pignat en neñv.


en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.


Evel ma’z eo an hini douarel, evel-se ivez eo ar re zouarel. Evel ma’z eo an hini neñvel, evel-se eo ivez ar re neñvel.


pa’z eo gwir na sellomp ket ouzh an traoù gwelus met ouzh an traoù diwelus. Rak an traoù gwelus n’int nemet evit un amzer, met ar re ziwelus a zo peurbadus.


Bez’ omp leun a fiziañs, hag e karomp gwelloc’h kuitaat ar c’horf-mañ ha chom e-kichen an Aotrou.


Met ar Jeruzalem d’an nec’h a zo frank, hi eo a zo mamm deomp holl,


Evel-se eta, n’oc’h ken nag estrañjourien na tud a-ziavaez, met kenvourc’hizien d’ar sent hag eus ti Doue,


en deus hon adsavet a varv asambles, hag hol lakaet da azezañ asambles el lec’hioù neñvel e Jezuz-Krist,


evit ma c’hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist,


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


abalamour d’an esperañs a zo miret evidoc’h en neñvoù, hoc’h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,


hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac’hanomp eus ar gounnar da zont.


Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neñv, d’un arouez roet, da vouezh an arc’hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentañ;


Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan