Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Filipiz 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Rak Doue a zo test din pegement e karan ac’hanoc’h holl a-greiz kalon e Jezuz-Krist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Rag Doue a zo test d’in pegement e karan ac’hanoc’h holl a‐greiz calon en Jesus‐Christ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Filipiz 1:8
24 Iomraidhean Croise  

Ha bremañ, setu, va zest a zo en neñv, va diwaller el lec'hioù uhelañ.


Setu perak va c'hreizon a huanad diwar-benn Moab evel un delenn, ha va c'halon diwar-benn Kir-Hares.


Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?


Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.


dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec’h drezi,


Rak Doue, a servijan em spered en Aviel e Vab, a zo test din penaos e venegan ac’hanoc’h hep ehan,


Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c’houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel,


Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreñv. Hag ar pezh a c’houlennomp en hor pedennoù, eo ma teuot da vezañ peurvat.


N’oc’h ket war enk ennomp, met emaoc’h war enk en ho kreizon hoc’h-unan.


E garantez evidoc’h a zeu da vezañ c’hoazh brasoc’h pa en deus soñj eus sentidigezh pep hini ac’hanoc’h ha penaos hoc’h eus e zegemeret gant doujañs ha krenadenn.


Er pezh a skrivan deoc’h, setu, dirak Doue n’eus gaou ebet.


Rak holl oc’h mibien da Zoue dre ar feiz e Jezuz-Krist,


Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc’h,


Mar d-eus eta ur frealz bennak e Krist, mar d-eus un dic’hlac’har bennak er garantez, mar d-eus ur genunvaniezh bennak a spered, mar d-eus ur vadelezh hag un drugarez bennak,


rak ur c’hoant bras en doa d’ho kwelout holl, hag e oa gwall boaniet dre m’ho poa klevet e oa bet klañv.


Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c’hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.


Rak me a fell din e c’houezfec’h pegen bras eo ar stourm a c’houzañvan evidoc’h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n’o deus ket gwelet va dremm er c’hig,


Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,


Rak n’hon eus biskoazh implijet komzoù lubanus, evel ma ouzoc’h, na labouret dre zroukc’hoant, Doue a zo test a gement-se.


evel-se, leun a evezh evidoc’h, hor bije karet reiñ deoc’h nann hepken Aviel Doue, met ivez hor buhez hon-unan, rak hor boa evidoc’h ur garantez vras.


o kaout eñvor eus da zaeroù hag o c’hoantaat gwelout ac’hanout evit bezañ leuniet a levenez,


Degemer anezhañ evel va c’halon va-unan.


Ya, breur, ra resevin ar blijadur-se diganit en Aotrou, laouena va c’halon en Aotrou.


Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan