Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Filipiz 1:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 rak roet en deus deoc’h ar c’hras, abalamour da Grist, nann hepken da grediñ ennañ met c’hoazh da c’houzañv evitañ,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 rag roet hen deuz deoc’h ar c’hras, abalamour d’ar C’hrist, n’e ket hep‐ken da gridi enhan, mes ive da zouffr evithan,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Filipiz 1:29
14 Iomraidhean Croise  

Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.


ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c’hellec’h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez.


o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.


Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d’ar broadoù dor ar feiz.


Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit e anv.


N’eo ket e kement-se hepken, met e kavomp gloar ivez er glac’haroù, o c’houzout penaos ar glac’har a zegas an dalc’husted,


Rak salvet oc’h dre ar c’hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac’hanoc’h, donezon Doue eo.


o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc’h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.


Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc’h,


Met en em laouenait o vezañ ma hoc’h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c’hloar.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan