Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Filipiz 1:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 hervez ar pez a c’hortozan ferm, hag an esperans em euz penaos, na vezin ket mezekeet e tra e‐bed, mes penaos, gant peb assurans, ar C’hrist pehini a zo bet a viskoas glorifiet em c’horf, a vezo c’hoas glorifiet breman, pe dre va buez, pe dre va maro.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Filipiz 1:20
41 Iomraidhean Croise  

Va harp hervez da c'her hag e vevin, ha na'm laka ket da vezañ mezhek em gortoz!


Ra vo va c'halon eeun ez reolennoù, evit na vin ket mezhek!


Va Doue, ennout e fizian, ra ne vin ket mezhek! Ra ne laouenaio ket va enebourien diwar va fenn!


Ne reont nemet irienniñ evit e lakaat da gouezhañ eus e uhelenn. En em blijout a reont er gaou. Gant o genoù e vennigont, met gant o c'halon e villigont.  Ehan


Al levenez eo esperañs ar re reizh, met gortoz ar re zrouk a yelo da netra.


Rak a-dra-sur ec'h echuo mat an traoù ganit, ha da c'hortoz ne vo ket touellet.


Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.


An Aotrou AOTROU a sikour ac'hanon, setu perak n'on ket mezhek. Lakaet em eus va dremm heñvel ouzh ur maen, ha gouzout a ran ne vin ket abafet.


Na'z pez ket aon, ne vi ket dismegañset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec'h ankounac'hai mezh da yaouankiz, ne'z po ken a soñj eus dismegañs da intañvelezh.


Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.


Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.


Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.


P’o doe pedet, al lec’h ma oant dastumet ennañ a grenas. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag e tisklêrjont ger Doue gant hardizhegezh.


Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.


Hag an esperañs ne drompl ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c’halonoù gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.


Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.


Komz a ran hervez giz an dud abalamour da zinerzhded ho kig. Evel eta ma hoc’h eus roet hoc’h izili da sklavourien d’an hudurniezh ha d’ar fallentez evit ar fallentez, evel-se roit hoc’h izili bremañ da sklavourien d’ar reizhder evit ar santeladur.


Rak ar grouadelezh a zo o c’hortoz gant ur c’hoant start ma vo diskuliet mibien Doue,


hervez ma’z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.


Bemdez e varvan, henn asuriñ a ran, gant al lec’h am eus da dennañ gloar ac’hanoc’h e Jezuz-Krist hon Aotrou.


rak dasprenet oc’h bet gant ur priz bras. Roit eta gloar da Zoue en ho korf hag en ho spered, ar re a zo da Zoue.


Un diforc’h a zo etre ar wreg dimezet hag ar werc’hez, an hini n’eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit bezañ santel a gorf hag a spered, met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d’hec’h ozhac’h.


Pa dennfen gloar muioc’h c’hoazh eus ar galloud en deus an Aotrou roet deomp evit kenteliañ ha nann evit ho tistrujañ, ne’m bo mezh ebet a gement-se,


O kaout eta un hevelep esperañs, en em renomp gant ul librentez vras,


dougen a reomp atav en hor c’horf marv an Aotrou Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c’horf.


Eñ a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito.


Mar em eus tennet gloar ac’hanoc’h dirazañ en un dra bennak, n’em eus ket bet mezh a-se, met evel ma hon eus lavaret an holl draoù gant gwirionez, ar pezh hon eus tennet gloar anezhañ dirak Tit a zo en em gavet gwir.


Komz a ran ouzhoc’h gant kalz a hardizhegezh, ul lec’h mat am eus da dennañ gloar ac’hanoc’h, leuniet on a frealz, karget on a levenez e-kreiz hon holl c’hlac’haroù.


hag an darn vrasañ eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoù, a gred disklêriañ ar ger gant muioc’h a hardizhegezh hag hep aon.


Ha zoken ma’z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc’h holl.


En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,


Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.


Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n’en devo ket mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se.


Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan