Ezdra 9:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned9 Rak ni a zo sklaved, ha koulskoude hon Doue n'en deus ket hol lezet er sklavelezh, met lakaet en deus ac'hanomp da gavout trugarez dirak rouaned Persia, o reiñ deomp buhez evit sevel ti hon Doue, adsevel e rivinoù, hag evit reiñ deomp ur voger e Juda hag e Jeruzalem. Faic an caibideil |
N'eo ket fellet dezho sentiñ ha n'o deus ket bet soñj eus ar burzhudoù az poa graet en o c'heñver. Met e reudjont o gouzoug, hag en o disentidigezh, e tibabjont ur penn evit distreiñ d'ar sklavelezh. Met te a zo un Doue a bardon, trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, ha ne'c'h eus ket o dilezet.