Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 9:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ha bremañ, abaoe ur pennad, an AOTROU hon Doue en deus graet trugarez deomp, hag ez eus manet ur restad ac'hanomp oc'h achap; roet en deus deomp un degemer en e lec'h santel, evit ma sklêrijenno hon Doue hon daoulagad, ha ma roio deomp un tamm buhez en hor sklavelezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 9:8
36 Iomraidhean Croise  

Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet holl gomzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.


Rak ni a zo sklaved, ha koulskoude hon Doue n'en deus ket hol lezet er sklavelezh, met lakaet en deus ac'hanomp da gavout trugarez dirak rouaned Persia, o reiñ deomp buhez evit sevel ti hon Doue, adsevel e rivinoù, hag evit reiñ deomp ur voger e Juda hag e Jeruzalem.


Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.


Koulskoude, hervez da drugarez vras, ne'c'h eus ket o c'haset da netra, ha ne'c'h eus ket o dilezet, rak te a zo un Doue trugarezus ha truezus.


evit tennañ e ene eus ar poull, hag evit e sklaeriañ gant sklêrijenn ar re vev.


Petek pegoulz e rin soñjoù em ene, hag em bo glac'har em c'halon a-hed an deiz? Betek pegoulz e savo an enebour em enep?


AOTROU va Doue, sell, va selaou! Ro sklêrijenn da'm daoulagad, gant aon na gouskfen a gousk ar marv,


Ma kerzhan e-kreiz an enebiezh, e roez din ar vuhez en-dro. Astenn a rez da zorn a-enep kounnar va enebourien, ha da du dehou am dieub.


Klasket em eus an AOTROU hag en deus respontet din, dieubet en deus ac'hanon eus va holl spontoù.


Hag e vi fuloret da viken a-enep deomp? Ha lakaat a ri da gounnar da badout a oad da oad?


Ar paour hag an heskiner en em gav a-gevret, an AOTROU eo a sklaera daoulagad an eil hag egile.


Komzoù ar fur a zo evel broudoù, dastumet int en un teskad evel tachoù plantet; roet int bet dre ur mêsaer hepken.


Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.


En deiz ma raio dit an AOTROU diskuizhañ eus da boan, eus da drubuilh, hag eus ar sklavelezh garv e oas bet lakaet dindani,


e roin em zi hag e-barzh va mogerioù ul lec'h hag un anv gwelloc'h eget mibien ha merc'hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.


hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.


ha den ne vano ha den ne dec'ho eus nemorant Juda deuet evit chom e bro Ejipt, hag evit distreiñ da vro Juda, e-lec'h e fell d'o ene distreiñ da chom. Ne zistroint ket, nemet un nebeud tec'hidi.


koulskoude e chomo enni un nemorant a dec'ho, mibien ha merc'hed a vo lakaet da zont er-maez. Setu ma teuint d'ho kavout, hag e welot o hent hag o oberennoù, hag e viot frealzet eus ar gwalleurioù am eus lakaet da gouezhañ war Jeruzalem hag eus kement a zo c'hoarvezet ganti.


Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.


AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioù, laka da oberenn da advevañ! E-pad ar bloavezhioù, ro-hi da vezañ anavezet! Ez kounnar, az pez soñj da gaout truez!


Lezel a rin ez kreiz ur bobl izel ha dinerzh, a lakaio he fiziañs en anv an AOTROU.


Dioutañ e teuio ar maen-korn, dioutañ an tach, dioutañ gwareg ar brezel, dioutañ an holl bennoù-bras a-gevret.


Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar bez kement-se diaes ouzh daoulagad nemorant ar bobl-mañ en deizioù-se, hag ouzh va daoulagad e vo diaes? eme AOTROU an armeoù


Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet.


Gant an hini a drec’ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.


Jonatan n'en doa ket klevet p'en doa e dad lakaet ar bobl da douiñ. Hag ec'h astennas penn e vazh en doa en e zorn, en soubas en un direnn vel, hag e kasas e zorn d'e c'henoù; hag e zaoulagad a voe sklaeraet.


Jonatan a lavaras: Va zad en deus trubuilhet ar vro. Gwelit eta penaos eo sklaeraet va daoulagad, dre ma em eus tañvaet un tamm mel-mañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan