Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Abaoe deizioù hon tadoù betek hiziv ez omp gwall gablus, hag en abeg d'hon direizhder ez omp bet gwerzhet, ni, hor rouaned, hon aberzhourien, etre daouarn ar broioù-mañ, d'ar c'hleze, d'ar sklavelezh, d'ar preizherezh, ha d'ar vezh war hon dremm evel hiziv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 9:7
38 Iomraidhean Croise  

mar deuont enno o-unan er vro ma vint harluet enni, mar pedont o kaout keuz e bro ar re o devo o harluet, o lavarout: Pec'het hon eus, graet hon eus an droug, en em renet hon eus gant fallentez,


Rak hon tadoù o deus pec'het ha graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU hon Doue; e zilezet o deus, distroet o deus o dremmoù diouzh chomlec'h an AOTROU, ha troet o deus o c'hein dezhañ.


Na vezit ket evel ho tadoù nag evel ho preudeur, o deus pec'het a-enep an AOTROU Doue o zadoù, en doare m'en deus lakaet anezho en glac'har, evel ma welit.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gas ur gwalleur war al lec'h-mañ ha war e dud, an holl vallozhioù a zo skrivet el levr a zo bet lennet dirak roue Juda.


Goude an holl draoù a zo c'hoarvezet ganeomp en abeg d'hon oberoù fall ha d'hon torfedoù bras, pa'z eo chomet da gastiz, o Doue, izeloc'h eget hor pec'hedoù, ha pa ec'h eus roet deomp un hevelep restad ac'hanomp oc'h achap,


O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec'h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.


Biskoazh n'eus bet klevet, n'eo deuet d'ar skouarn, n'en deus gwelet al lagad, o Doue, ez eo bet graet hevelep traoù estregedout, evit ar re a zo en gortoz ac'hanout.


da Jeruzalem ha da gêrioù Juda, d'he rouaned ha d'he friñsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac'har, ur c'hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,


Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.


Deuet int e-barzh hag o deus he ferc'hennet, met n'o deus ket sentet ouzh da vouezh, n'o deus ket kerzhet hervez da lezenn, n'o deus graet netra eus ar pezh az poa gourc'hemennet dezho ober. En abeg da-se ec'h eus graet d'an holl zroug-mañ dont warno.


en abeg d'an holl zroug o deus graet mibien Israel ha mibien Juda evit va c'hounnariñ, int, o rouaned, o fennoù, o aberzhourien hag o frofeded, tud Juda ha tud Jeruzalem.


An AOTROU n'en deus ket fellet dezhañ e c'houzañv pelloc'h, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, en abeg d'an traoù euzhus hoc'h eus graet, en doare ma'z eo troet ho pro en ur gouelec'h, en ur souezh hag en ur vallozh, hep na vefe den o chom ennañ, evel ma vez gwelet hiziv.


Hag ankounac'haet hoc'h eus torfedoù ho tadoù, torfedoù rouaned Juda, torfedoù o gwragez, ho torfedoù deoc'h hoc'h-unan, ha torfedoù ho kwragez, graet e bro Juda hag e straedoù Jeruzalem?


Hon tadoù o deus pec'het ha n'emaint ken, ha ni hon eus douget o direizhder.


Lakaet e viot da vont e-maez eus he c'hreiz, ho lakain etre daouarn diavaezidi, hag e rin va barnedigezhioù a-enep deoc'h.


Hag e ouezo ar broadoù ez eo aet ti Israel en harlu en abeg d'e zireizhder, rak pec'het o deus a-enep din. Setu perak em eus kuzhet va dremm outo, hag em eus o lakaet etre daouarn o enebourien, hag ez int kouezhet holl dre ar c'hleze.


Ha setu e savit war-lerc'h ho tadoù evel broustennoù tud pec'herien, evit kreskiñ c'hoazh gwrez kounnar an AOTROU a-enep Israel.


Met ma ne sentit ket ouzh mouezh an AOTROU , ha mar bezit disentus ouzh gourc'hemenn an AOTROU , dorn an AOTROU a vo a-enep deoc'h evel m'eo bet a-enep ho tadoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan