Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 9:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Hag an holl re a grene da gomzoù Doue Israel a zeuas d'en em vodañ etrezek ennon, en abeg da bec'hed mibien an harlu, ha me a azezas gwall c'hlac'haret betek donezonoù an abardaez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 9:4
13 Iomraidhean Croise  

Dre ma'z eo bet tener da galon, ha ma ec'h eus en em izelaet dirak Doue pa ec'h eus klevet e gomzoù a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud, dre ma ec'h eus en em izelaet dirazon, ha ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.


Ha bremañ greomp un emglev gant hon Doue, da gas kuit an holl wragez-se hag ar re a zo ganet diouto, hervez kuzul an Aotrou hag ar re a gren da gomzoù hon Doue. Ra vo graet hervez al lezenn.


Neuze holl dud Juda ha Benjamin en em zastumas e Jeruzalem dindan tri deiz. Kement-mañ a voe d'an navet miz, d'an ugentvet deiz eus ar miz. An holl bobl en em zalc'has war leurenn ti Doue, o krenañ gant an afer-se ha gant ar glav.


Stêrioù dour a red eus va daoulagad, dre na virer ket da lezenn.


Unan eus an oaned a ginnigi diouzh ar beure, hag eil a ginnigi etre an daou abardaez,


Hag e kinnigi an eil oan etre an daou abardaez; ober a ri an hevelep donezon evel diouzh ar beure hag an hevelep evadkinnig, ur c'hwezh dudius eo, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU .


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.


En amzer-se, me, Daniel, a voe e kañv e-pad teir sizhunvezh.


evel ma komzen c'hoazh eta em fedenn, e teuas an den-se, Gabriel, am boa gwelet en ur weledigezh diagent, hag e tostaas en un nijadenn buan da'm c'havout, da goulz donezon an abardaez.


Ha setu un den eus mibien Israel a zeuas hag a zegasas d'e vreudeur ur Vadianadez, dindan daoulagad Moizez hag holl vodadenn mibien Israel, e-pad ma ouelent ouzh digor teltenn an engalv.


Pêr ha Yann a bigne a-unan d’an templ da eur ar bedenn, da lavarout eo an navet eur.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan