Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 9:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Bremañ eta, na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien, na glaskit biken nag o feoc'h nag o berzh, evit ma viot kreñv ha ma tebrot madoù ar vro, hag evit m'he roiot en hêrezh d'ho mibien da viken.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 9:12
17 Iomraidhean Croise  

Bremañ eta, dirak daoulagad holl Israel, bodadeg an AOTROU , ha dirak hon Doue a glev, mirit ha klaskit holl c'hourc'hemennoù an AOTROU ho Toue, evit ma perc'hennot ar vro vat-mañ, ha ma roiot anezhi da hêrezh d'ho mibien war ho lerc'h da viken.


Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.


Rak kemeret o deus o merc'hed evito hag evit o mibien, hag ar ouenn santel a zo bet kemmesket gant pobloù ar broioù-mañ. Ha renerien ar bobl hag ar c'houarnourien a zo bet ar re gentañ oc'h ober ar pec'hed-se.


Ne ri ket a emglev ganto na gant o doueoù.


An den mat a dreuzkaso e hêrezh da vibien e vibien, met pinvidigezhioù ar pec'her a zo miret evit an den reizh.


An den reizh a gerzh en e eeunder, e vibien a zo benniget war e lerc'h.


Mar fell deoc'h sentiñ a-youl-vat, e tebrot an traoù gwellañ eus ar vro,


Ne glaski ket o feoc'h nag o eurvad e-keit ha ma vevi, biken.


Na'z po ket euzh ouzh an Edomad, rak da vreur eo, na'z po ket euzh ouzh an Ejipsian, ra diavaeziad out bet en e vro;


n'en em unani ket dezho dre zimeziñ, ne roi ket da verc'h d'e vab ha ne gemeri ket e verc'h evit da vab,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan