Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 9:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Pa voe echuet an traoù-se, ar pennoù a dostaas ouzhin en ur lavarout: Pobl Israel, an aberzhourien hag al Levited n'int ket dispartiet diouzh pobloù ar broioù-mañ er pezh a sell ouzh o euzhusterioù, diouzh ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz, an Ammoniz, ar Voabiz, an Ejipsianed hag an Amoreaned.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 9:1
37 Iomraidhean Croise  

D'ar bedervet lignez, e tistroint amañ, rak direizhder an Amoreaned n'eo ket c'hoazh leuniet.


Ar roue Salomon a garas kalz a vaouezed estren, ouzhpenn merc'h Faraon, Moabadezed, Ammonadezed, Edomadezed, Sidonadezed, Hititezed,


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


Hag an holl bobl a vane eus an Hitited, eus an Amoreaned, eus ar Ferezianed, eus an Havianed hag eus ar Jebuziz, ar re ne oant ket eus Israel,


Neuze Shekania mab Jehiel, eus mibien Elam, a gomzas o lavarout da Ezdra: Pec'het hon eus a-enep hon Doue o kemer gwragez estren a-douez pobloù ar vro-mañ. Met bremañ ez eus c'hoazh un esperañs evit Israel diwar-benn kement-se.


Piv bennak na zeufe ket dindan tri deiz, hervez ali ar pennoù hag an henaourien, e vefe lakaet da verz e holl vadoù, hag eñ e-unan lamet diouzh bodadeg re an harlu.


En deizioù-se e welis Yuzevien o doa kemeret gwragez eus Asdod, Ammon ha Moab.


Ha Tobija an Ammonad, a oa en e gichen, a lavaras: Petra bennak ma savont, pa bigno ul louarn, e tiskaro o moger vein.


Pa glevas Samballad, Tobija, an Arabed, an Ammoniz hag an Asdodiz, e save mogerioù Jeruzalem, hag e oa an toulloù-freuz war o c'hlozadur, e voe droug enno-meurbet.


Ha re eus gouenn Israel, o vezañ en em zispartiet diouzh an holl ziavaezidi, en em zalc'has hag a anzavas o fec'hedoù ha direizhder o zadoù.


En em veskañ a rejont gant ar broadoù, hag e teskjont o oberennoù,


P'en devo da lakaet an AOTROU e bro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, an Hevianed hag ar Jebuziz, en deus touet da'z tadoù reiñ dit, ur vro a zever gant laezh ha mel, neuze e lidi ar servij-mañ er miz-mañ.


Rak va ael a gerzho dirazout hag a lakaio ac'hanout e bro an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Gananeiz, an Hevianed hag ar Jebuziz, hag e kasin anezho da get.


Penaos e vo anavezet em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, me ha da bobl? Ha ne vo ket pa gerzhi ganeomp? Neuze, me ha da bobl a vo disheñvelaet diouzh an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU!


Priñsed Juda, o vezañ klevet an traoù-se, a bignas eus ti ar roue da di an AOTROU, hag ec'h azezjont ouzh dor Nevez ti an AOTROU.


Neuze ar briñsed hag ar bobl a lavaras d'an aberzhourien ha d'ar brofeded: An den-se n'eo ket dellezek a varv, rak en anv an AOTROU hon Doue eo en deus komzet ouzhimp.


Ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ejipt ma hoc’h eus chomet enni, hag ne reot ket ar pezh a vez graet e bro Ganaan ma kasan ac’hanoc’h enni, ne gerzhot ket hervez o reolennoù.


Juda en deus graet an droug, un euzhusted a zo bet graet en Israel hag e Jeruzalem. Rak Juda en deus disakret ar pezh a oa santelaet d'an AOTROU, ar pezh a gare, hag en deus dimezet gant merc'h un doue estren.


E welout a ran eus lein ar reier, hag e sellan outañ a-ziwar an torgennoù, setu ur bobl a vo o chom a-du, ha ne vo ket kontet e-touez ar broadoù.


Ha setu un den eus mibien Israel a zeuas hag a zegasas d'e vreudeur ur Vadianadez, dindan daoulagad Moizez hag holl vodadenn mibien Israel, e-pad ma ouelent ouzh digor teltenn an engalv.


Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ne zeski ket ober traoù heñvel ouzh euzhusted ar pobloù-se.


ar vibien a vo ganet dezho a yelo e bodadenn an AOTROU en trede rumm.


P'en devo da lakaet an AOTROU da Zoue da vont er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ, ha p'en devo kaset kuit kalz a vroadoù azirazout, an Hitited, ar C'hirgazianed, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz, seizh broad brasoc'h ha kreñvoc'h egedout,


Ma en em zistroit ha ma en em stagit ouzh an nemorant eus ar vroadoù-se a zo chomet en ho touez, ma en em unanit dre zimezioù dezho, ma en em veskit ganto hag int ganeoc'h,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan