Ezdra 8:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
16 Neuze e kasis da gerc'hat ar pennoù Eliezer, Ariel, Shemaja, Elnatan, Jarib, Elnatan, Natan, Zakaria ha Meshullam, hag ar gelennerien Jojarib hag Elnatan.
Ha Doue a lavaras dezhañ: Peogwir ec'h eus graet ar goulenn-se ouzhin, ha ne'c'h eus ket goulennet ur vuhez hir, na pinvidigezhioù, na marv da enebourien, met goulennet ec'h eus poell evit barn gant reizhder,
Tu ar sav-heol a zo kouezhet gant Shelemia dre ar sord. Tennañ a rejont d'ar sord evit Zakaria e vab, a oa ur c'huzulier fur, hag eo kouezhet gantañ tu an hanternoz dre ar sord.
Hag Huram a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus graet an neñvoù hag an douar, en deus roet d'ar roue David ur mab fur gant skiant-varn ha meiz, a ya da sevel un ti d'an AOTROU hag un ti roueel evitañ.
Hag e tastumis anezho e-kichen a stêr a red war-zu Ahava, hag e kampjomp eno tri devezh. Neuze e lakais va evezh war ar bobl ha war an aberzhourien, ha ne gavis hini ebet eus mibien Levi eno.
Hag e rois urzhioù dezho evit Iddo, ar penn a oa e Kasifia, hag e lakais en o genoù ar pezh o doa da lavarout da Iddo ha d'e vreudeur, an Netiniz a oa e Kasifia, evit ma kasfent tud deomp evit ar servij e ti hon Doue.
Ha dre ma oa dorn mat hon Doue warnomp, e kasjont deomp un den a boell a-douez mibien Makli mab Levi, mab Israel, Sherebia, gant e vibien hag e vreudeur, triwec'h den,
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.