Neuze holl dud Juda ha Benjamin en em zastumas e Jeruzalem dindan tri deiz. Kement-mañ a voe d'an navet miz, d'an ugentvet deiz eus ar miz. An holl bobl en em zalc'has war leurenn ti Doue, o krenañ gant an afer-se ha gant ar glav.
Hiniennoù eus mibien Israel, aberzhourien, Levited, kanerien, porzhierien, Netiniz, a bignas ivez da Jeruzalem er seizhvet bloaz eus ar roue Artakserksez.
Rak d'an deiz kentañ eus ar miz kentañ e teraouas da bignat eus Babilon, ha d'an deiz kentañ eus ar pempvet miz ec'h erruas e Jeruzalem, rak dorn mat e Zoue a oa warnañ.
Rak ni a zo sklaved, ha koulskoude hon Doue n'en deus ket hol lezet er sklavelezh, met lakaet en deus ac'hanomp da gavout trugarez dirak rouaned Persia, o reiñ deomp buhez evit sevel ti hon Doue, adsevel e rivinoù, hag evit reiñ deomp ur voger e Juda hag e Jeruzalem.
Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.