Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 7:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Hiniennoù eus mibien Israel, aberzhourien, Levited, kanerien, porzhierien, Netiniz, a bignas ivez da Jeruzalem er seizhvet bloaz eus ar roue Artakserksez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 7:7
14 Iomraidhean Croise  

Henaourien ar Yuzevien a vañsone hag a rae berzh hervez profediezh Hagai ar profed ha Zakaria mab Iddo. Sevel a rejont eta hag e peurechujont, hervez urzh Doue Israel, hag hervez urzh Kiruz, Dariuz hag Artakserksez roue Persia.


Hag ivez e roomp da c'houzout deoc'h na vo na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen war hini ebet an aberzhourien, al Levited, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz hag ar servijerien eus an ti Doue-mañ.


Erruout a reas e Jeruzalem d'ar pempvet miz eus ar seizhvet bloaz eus ar roue.


Komzoù Nehemia mab Hakalia. Da viz Kislev, en ugentvet bloaz, evel ma oan e Suza ar gêrbenn,


Nemorant ar bobl, an aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, an Netiniz, hag an holl re a oa en em zispartiet diouzh pobloù ar broioù evit mirout lezenn Doue, o gwragez, o mibien hag o merc'hed, an holl re a oa gouest d'anavezout ha da gompren,


Setu amañ an aberzhourien hag al Levited a bignas gant Zorobabel mab Shealtiel, ha gant Jezua: Seraja, Jeremiaz, Ezdra,


Da viz Nisan, en ugentvet bloaz eus ar roue Artakserksez, evel ma oa ar gwin dirazañ, e kemeris ar gwin hag en kinnigis d'ar roue. Ne oan bet biskoazh trist a-wel dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan