Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 7:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 7:6
40 Iomraidhean Croise  

Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.


Met lagad Doue a oa war henaourien ar Yuzevien, ha ne voe ket graet dezho paouez, betek ma voe kaset an afer dirak Dariuz, ha ma voe skrivet dezho war gement-se.


Hag e lidjont gant levenez gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh, rak an AOTROU en doa o laouenaet, o vezañ distroet war-zu enno kalon roue Asiria, evit nerzhekaat o daouarn e labour ti Doue, Doue Israel.


Hag eus va ferzh, Artakserksez ar roue, eo roet an urzh-mañ d'an holl deñzorierien a zo en tu all d'ar stêr: Kement a c'houlenno diganeoc'h Ezdra an aberzhour, skrib lezenn Doue an neñvoù, ra vo graet end-eeun,


hag en deus graet ma em eus kavet grad vat dirak ar roue, dirak e guzulierien ha dirak holl briñsed galloudek ar roue. Evel-se ez on bet nerzhekaet, dre ma oa dorn an AOTROU va Doue warnon, hag e tastumis pennoù Israel evit pignat ganin.


mab Abishua, mab Fineaz, mab Eleazar, mab Aaron an aberzhour-meur,


Rak d'an deiz kentañ eus ar miz kentañ e teraouas da bignat eus Babilon, ha d'an deiz kentañ eus ar pempvet miz ec'h erruas e Jeruzalem, rak dorn mat e Zoue a oa warnañ.


Setu amañ ar pennoù tadoù, ha lignezouriezh ar re a bignas ganin eus Babilon, e-pad ren ar roue Artakserksez.


Ha dre ma oa dorn mat hon Doue warnomp, e kasjont deomp un den a boell a-douez mibien Makli mab Levi, mab Israel, Sherebia, gant e vibien hag e vreudeur, triwec'h den,


Rak mezh am bije bet o c'houlenn soudarded ha marc'hegerien evit hon difenn diouzh hon enebourien e-pad an hent, rak lavaret hor boa d'ar roue: Dorn hon Doue a zo war an holl re a glask anezhañ, met e nerzh hag e gounnar a zo a-enep an holl re a zilez anezhañ.


Mont a rejomp kuit eus stêr Ahava d'an daouzek eus ar miz kentañ, etrezek Jeruzalem, ha dorn hon Doue a voe warnomp, hag hon dieubas eus dorn hon enebourien hag eus o fechoù war an hent.


Ar re-se a oa en amzer Jojakim mab Jezua, mab Jozadak, hag en amzer Nehemia ar Gouarnour, hag Ezdra an aberzhour ha skrib.


hag e vreudeur: Shemaja, Azareel, Milalai, Gilalai, Maai, Nataneel, Juda hag Hanani, gant binvioù-seniñ David den Doue; Ezdra ar skrib a oa en o raok.


Neuze e savis d'an noz, gant hiniennoù eus an dud, met ne zisklêriis da zen ar pezh en doa va Doue lakaet em c'halon d'ober da Jeruzalem. Ne oa ganin loen ebet nemet an hini ma oan warnañ.


Disklêriañ a ris dezho e oa bet dorn mat va Doue warnon, hag ivez ar c'homzoù en doa ar roue lavaret din. Neuze e lavarjont: Savomp ha mañsonomp! Hag e kreñvajont o daouarn evit ober mat.


hag ul lizher evit Azaf, gward koadeg ar roue, evit ma roio din koad evit frammoù dorojoù ar c'hreñvlec'h stag ouzh ti Doue, evit mogerioù kêr, hag evit an ti e-lec'h ma'z in. Hag ar roue a roas din kement-se, rak dorn mat va Doue a oa warnon.


Pa ouezas hon enebourien e oamp bet kemennet, Doue a freuzas o mennad, hag e tistrojomp holl d'ar voger, pep hini d'e labour.


An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel.


D'an eil deiz, pennoù tadoù an holl bobl, an aberzhourien hag al Levited en em zastumas e-kichen Ezdra ar skrib, evit meizañ komzoù al lezenn.


Ezdra ar skrib en em zalc'he war ur savenn goad, a oa bet graet evit kement-se. A-zehou dezhañ e oa Matitia, Shema, Anaia, Uri, Hilkija ha Maaseja; hag a-gleiz e oa Pedaja, Mishael, Malkija, Hashum, Hashbadana, Zakaria ha Meshullam.


Nehemia ar gouarnour, Ezdra an aberzhour ha skrib, hag al Levited a gelenne ar bobl, hag e lavarjont d'an holl bobl: An deiz-mañ a zo santel evit an AOTROU ho Toue. Na gañvaouit ket, na ouelit ket! Rak an holl bobl a ouele o klevout komzoù al lezenn.


Diskennet ec'h eus war Venez Sinai, ha komzet outo eus an neñv, ha roet dezho barnedigezhioù reizh, lezennoù gwir, reolennoù ha gourc'hemennoù mat.


evit ma ouezint ez eo da zorn, ez eo te, AOTROU, en deus graet kement-se.


Diskuliet en deus e gomz da Jakob, e reolennoù hag e varnedigezhioù da Israel.


D'ar mestr-kaner; "Maskil" mibien Kora; kanaouenn-eured war "Shoshannim".


Ra vo da zorn war den da du dehou, war mab an den ac'h eus dibabet,


anavez-eñ ez holl hentoù, hag e reno da wenodennoù.


Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.


Setu, dorn an AOTROU n'eo ket re verr evit saveteiñ, nag e skouarn re bounner evit klevout.


Penaos e lavarit: Fur omp, ha lezenn an AOTROU a zo ganeomp? Met setu, pluenn c'haouiat ar skribed he deus labouret evit ar gaou.


Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.


a lavaras: Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Pelec’h emañ an den fur? Pelec’h emañ ar skrib? Pelec’h emañ tabuter ar c’hantved-mañ? Doue, ha n’en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ?


Reiñ a ran deoc’h da anavezout, breudeur, an Aviel am eus prezeget deoc’h, hoc’h eus resevet, hoc’h eus kendalc’het ennañ,


Mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, en ur virout e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag en ur ober diouto, an AOTROU da Zoue a lakaio ac'hanout dreist holl bobloù an douar.


Setu, kelennet em eus deoc'h ar reolennoù hag ar barnedigezhioù, evel m'en deus gourc'hemennet din an AOTROU va Doue, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan