Ha setu, Amaria an aberzhour-meur a zo lakaet warnoc'h evit holl aferoù an AOTROU, ha Zebadia mab Ismael, priñs ti Juda, evit holl aferoù ar roue, hag evel skribed hoc'h eus al Levited dirazoc'h. Bezit kreñv ha grit evel-se. An AOTROU a vo gant an den a ra vad.
An aberzhour-meur Azaria a sellas outañ, gant an holl aberzhourien, ha setu, e oa al lorgnez war e dal. Lakaat a rejont anezhañ da vont kuit buan er-maez, hag eñ e-unan a hastas mont kuit, dre m'en doa skoet an AOTROU warnañ.
an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.
Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo.
Moizez a glaskas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ, ha setu, e oa bet devet. Neuze e kounnaras ouzh Eleazar hag Itamar, ar vibien a vane da Aaron, hag e lavaras:
Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar e vibien: Na zizoloit ket ho pennoù ha na rogit ket ho tilhad, gant aon na varvfec’h ha na teufe fulor a-enep an holl vodadenn. Ra ouelo ho preudeur, holl di Israel, abalamour d’an entanadur en deus enaouet an AOTROU.
Moizez hag Eleazar an aberzhour a gemeras an aour digant ar gabitened a vilieroù hag ar gabitened a gantoù, hag e kasjont anezhañ da deltenn an engalv evel eñvor evit mibien Israel dirak an AOTROU.
Moizez a gasas anezho d'ar brezel, mil dre veuriad, ha ganto Fineaz mab Eleazar an aberzhour, d'ar brezel gant an traoù santel hag an trompilhoù tregernus en e zaouarn.
Setu amañ hêrezh mibien Israel e bro Ganaan, ar pezh a lodennas dezho evel hêrezh Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel.
Fineas mab Eleazar an aberzhour a lavaras da vibien Ruben, da vibien Gad ha da vibien Manase: Gouzout a reomp hiziv emañ an AOTROU en ho touez, pa n'hoc'h eus ket graet an torfed-se a-enep an AOTROU ; bremañ hoc'h eus dieubet mibien Israel eus dorn an AOTROU .
ha Fineaz mab Eleazar mab Aaron en em zalc'he dirak an AOTROU en deizioù-se. Hag e lavarjont: Hag ez in c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur, pe e tlean en em virout? Hag an AOTROU a lavaras: Pignit, rak warc'hoazh me o lakaio etre ho taouarn.