Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 7:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Eus va ferzh eo roet urzh ez aio ganit an holl re eus pobl Israel em rouantelezh, hec'h aberzhourien hag he Levited, o devo c'hoant da vont da Jeruzalem,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 7:13
11 Iomraidhean Croise  

hag e voe divizet embann dre holl Israel, adalek Beer-Sheba betek Dan, dont d'ober ar Pask d'an AOTROU Doue Israel da Jeruzalem, rak abaoe pell amzer ne oa ket bet graet hervez ar pezh a zo skrivet.


Piv ac'hanoc'h a zo eus e bobl? Ra vo e Zoue gantañ, ra bigno da Jeruzalem a zo e Juda, ra savo ti an AOTROU, Doue Israel, an Doue a zo e Jeruzalem.


Koulskoude, e bloaz kentañ Kiruz roue Babilon, ar roue Kiruz a c'hourc'hemennas adsevel an ti-mañ da Zoue.


Neuze ar roue Dariuz a roas urzh, hag e voe klasket e ti an dielloù, e-lec'h ma veze lakaet an teñzorioù e Babilon.


Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret.


Hag ar roue a urzhias ober evel-se. An urzh a voe embannet e Suza, ha dek mab Haman a voe lakaet a-ispilh.


Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.


Startaet en deus anezho dalc'hmat ha da viken, roet en deus ul lezenn na dremeno ket.


Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.


rak Doue eo a laka ennoc’h ar c’hoant hag an ober, hervez e blijadur mat.


Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan