Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 7:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Artakserksez, roue ar rouaned, da Ezdra, aberzhour ha skrib eus lezenn Doue an neñvoù, yec'hed peurvat, hag all...

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 7:12
15 Iomraidhean Croise  

Ben-Hadad roue Siria a zastumas e holl arme. Bez' e oa gantañ daou roue ha tregont, ha kezeg ha kirri. Hag e pignas da sezizañ Samaria ha d'ober brezel outi.


Ren a rae war an holl vroioù a oa en tu-mañ d'ar stêr adalek Tifsak betek Gaza, war an holl rouaned eus an tu-mañ d'ar stêr, hag e oa e peoc'h gant an holl re a oa tro-dro, a bep tu.


Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda.


Ar roue a gasas ar respont-mañ da Rehum ar pennrener, da Shimshai ar sekretour, ha d'o c'henseurted all a zo o chom e Samaria hag en tu-mañ d'ar stêr: Peoc'h ganeoc'h, hag all...


Goude an traoù-se, dindan ren Artakserksez roue Persia, Ezdra mab Seraja, mab Azaria, mab Hilkija,


Setu amañ eilskrid al lizher a roas ar roue Artakserksez da Ezdra an aberzhour hag ar skrib, ar skrib eus komzoù gourc'hemennoù an AOTROU hag eus e reolennoù diwar-benn Israel.


an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.


rak e lavar: Va friñsed, ha n'int ket holl kement a rouaned?


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakaan da zont eus an hanternoz Nebukadnezar roue Babilon, roue ar rouaned, gant kezeg, kirri, marc'hegerien, hag un niver bras a dud.


O roue! Te eo roue ar rouaned, rak Doue an neñvoù en deus roet dit ar ren, ar galloud, an nerzh hag ar c'hloar.


Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.


a dle diskouez en e amzer ar Mestr benniget nemetañ, Roue ar rouaned hag Aotrou an aotrounez,


Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.


War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan