Ezekiaz a gomzas ouzh kalon an holl Levited en em ziskoueze desket-kaer e servij an AOTROU. Debriñ a rejont e-pad seizh devezh gant ar gouel, o kinnig aberzhoù a drugarekadennoù, hag o veuliñ an AOTROU Doue o zadoù.
Setu amañ eilskrid al lizher a roas ar roue Artakserksez da Ezdra an aberzhour hag ar skrib, ar skrib eus komzoù gourc'hemennoù an AOTROU hag eus e reolennoù diwar-benn Israel.
Ha te Ezdra, laka melestrourien ha barnerien hervez furnez da Zoue a zo ennout, evit ma varnint an holl dud a zo en tu all d'ar stêr, an holl re a anavez lezennoù da Zoue; hag o c'helenni d'ar re n'o anavez ket.
an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.
Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc’hemennoù-mañ hag a zesko evel-se d’an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù. Met piv bennak o miro hag o desko d’ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù.
Samuel a gomzas ouzh holl di Israel o lavarout: Mar distroit a holl galon d'an AOTROU , lamit eus ho touez an doueoù estren hag Astarte, ha distroit ho kalon etrezek an AOTROU , servijit-eñ hepken, hag ho tieubiñ a raio eus dorn ar Filistined.