Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 6:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Eus va ferzh eo roet an urzh diwar-benn ar pezh hoc'h eus d'ober e-keñver henaourien ar Yuzevien evit adsevel ti Doue: Diwar leve ar roue o tont eus tailhoù an tu all d'ar stêr, ra vo paeet buan an dispign d'an dud-se, evit na baouezint ket en o labour.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 6:8
15 Iomraidhean Croise  

Reiñ a reomp da c'houzout d'ar roue, ma vez ar gêr-se adsavet hag he mogerioù adlakaet, neuze ne berc'henni netra ken en tu-mañ d'ar stêr.


Adalek ma voe lennet eilskrid lizher Artakserksez dirak Rehum, Shimshai ar sekretour, hag o c'henseurted, ez ejont gant hast da Jeruzalem da gavout ar Yuzevien, hag e rejont dezho paouez dre heg ha dre nerzh.


Met lagad Doue a oa war henaourien ar Yuzevien, ha ne voe ket graet dezho paouez, betek ma voe kaset an afer dirak Dariuz, ha ma voe skrivet dezho war gement-se.


Henaourien ar Yuzevien a vañsone hag a rae berzh hervez profediezh Hagai ar profed ha Zakaria mab Iddo. Sevel a rejont eta hag e peurechujont, hervez urzh Doue Israel, hag hervez urzh Kiruz, Dariuz hag Artakserksez roue Persia.


gant teir renkad mein-ben hag ur renkad koad nevez. An dispign a vo paeet gant ti ar roue.


lezit labour ti Doue da genderc'hel, ha ra adsavo gouarnour ar Yuzevien hag o henaourien ti Doue en e lec'h.


Ar pezh o devo ezhomm, leueoù, tourzed, oaned, evit loskaberzhoù Doue an neñvoù, gwinizh, holen, gwin, eoul, evel ma lavaro an aberzhourien a zo e Jeruzalem, ra vo roet dezho bemdez hep mankout,


peogwir ez out kaset a-berzh ar roue hag e seizh kuzulier, evit enklask war Juda ha Jeruzalem, hervez lezenn da Zoue a zo ez torn,


rak e oa ur gourc'hemenn a-berzh ar roue diwar o fenn, hag e oa ur gopr suraet evit ar ganerien, bemdez.


hag ul lizher evit Azaf, gward koadeg ar roue, evit ma roio din koad evit frammoù dorojoù ar c'hreñvlec'h stag ouzh ti Doue, evit mogerioù kêr, hag evit an ti e-lec'h ma'z in. Hag ar roue a roas din kement-se, rak dorn mat va Doue a oa warnon.


Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.


An arc'hant a zo din, hag an aour a zo din, eme AOTROU an armeoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan