Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 6:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ouzhpenn-se, al listri aour hag arc'hant eus ti Doue, ar re en doa Nebukadnezar kemeret eus templ Jeruzalem ha degaset da Vabilon, a vo rentet ha kaset da dempl Jeruzalem, en o lec'h, hag e vint lakaet e ti Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 6:5
12 Iomraidhean Croise  

Hag e tennas ac'hane holl deñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue, hag e lakaas a-dammoù an holl draoù aour en doa graet Salomon roue Israel evit templ an AOTROU, evel m'en doa lavaret an AOTROU.


Da zistro bloaz ar roue Nebukadnezar a gasas tud da gerc'hat ha da zegas anezhañ da Vabilon gant listri prizius ti an AOTROU. Hag e lakaas Sedesia e vreur da roue war Juda ha war Jeruzalem.


Nebukadnezar a gasas da Vabilon holl listri ti Doue, ar re vras hag ar re vihan, ha teñzorioù ti an AOTROU, ha teñzorioù ar roue hag e bennoù.


Ha zoken, ar roue Kiruz a dennas eus templ Babilon listri aour hag arc'hant ti Doue, en doa Nebukadnezar kaset kuit eus templ Jeruzalem hag en doa lakaet e templ Babilon. Roet e voent da unan anvet Sheshbazar, a zo bet lakaet da c'houarnour,


Hag e komzis ouzh an aberzhourien hag ouzh an holl bobl, hag e lavaris: Evel-henn e komz an AOTROU: Na selaouit ket ouzh komzoù ho profeded a zo o profediñ deoc'h, o lavarout: Setu, traoù ti an AOTROU a vo prest kaset en-dro eus Babilon. Rak e profedont gevier deoc'h.


Penn ar warded a gasas ivez gantañ ar c'hirinoù, an ezañsoueroù, an hanafoù, ar c'haoterioù, ar c'hantolorioù, al loaioù, ar c'hiboù, ar pezh a oa en aour hag ar pezh a oa en arc'hant.


An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.


Belshazar, o vezañ tañvaet ar gwin, a c'hourc'hemennas degas al listri aour hag arc'hant en doa lamet Nebukadnezar e dad diouzh templ Jeruzalem, evit ma evfe enno ar roue, e re vras, e wragez hag e serc'hed.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan