Hag e rojont arc'hant d'ar venerien ha d'ar gilvizien, ha boued, evajoù hag eoul d'ar Sidoniz ha d'an Diriz, evit degas koad sedrez eus al Liban da vor Jafo, hervez an aotre roet gant Kiruz roue Persia.
Ra ouezo ar roue ez omp aet e proviñs Juda, da di an Doue bras a adsavint e mein-ben, ha koad a lakaint war ar mogerioù. An ti a zo savet buan, ha mont a ra prim al labour etre o daouarn.
Eus va ferzh eo roet an urzh diwar-benn ar pezh hoc'h eus d'ober e-keñver henaourien ar Yuzevien evit adsevel ti Doue: Diwar leve ar roue o tont eus tailhoù an tu all d'ar stêr, ra vo paeet buan an dispign d'an dud-se, evit na baouezint ket en o labour.
Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.