Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 6:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Neuze ar roue Dariuz a roas urzh, hag e voe klasket e ti an dielloù, e-lec'h ma veze lakaet an teñzorioù e Babilon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 6:1
16 Iomraidhean Croise  

Ra vo klasket e levr eñvorioù da dadoù, hag e kavi e levr an eñvorioù, hag e ouezi ez eo ar gêr-se ur gêr disent ha fall ouzh ar rouaned hag ouzh ar proviñsoù, hag a bep amzer eo bet graet enni dispac'hoù; setu perak eo bet ar gêr-se distrujet.


Roet em eus urzh, ha klasket ha kavet eo bet ez eo en em savet ar gêr-se a bep amzer a-enep ar rouaned, hag eo bet graet enni dispac'hoù hag iriennoù.


Bremañ eta, mard eo mat evit ar roue, ra vo klasket e ti teñzorioù ar roue a zo e Babilon, hag-eñ eo gwir ez eus bet roet urzh gant Kiruz da adsevel ti Doue e Jeruzalem. Ha ra gaso ar roue deomp e volontez diwar gement-se.


Hag e lidjont gant levenez gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh, rak an AOTROU en doa o laouenaet, o vezañ distroet war-zu enno kalon roue Asiria, evit nerzhekaat o daouarn e labour ti Doue, Doue Israel.


Eus va ferzh eo roet urzh ez aio ganit an holl re eus pobl Israel em rouantelezh, hec'h aberzhourien hag he Levited, o devo c'hoant da vont da Jeruzalem,


Tad ar beorien e oan, hag ec'h enklasken gwir an hini dianav.


Ne gavez plijadur nag en aberzhoù nag er profoù, toullet ec'h eus din va divskouarn, ne c'houlennez na loskaberzh nag aberzh evit ar pec'hed.


Gloar Doue eo kuzhat an traoù, met gloar ar rouaned eo furchal an traoù.


Ha diwar-benn Jojakim roue Juda e lavari: Evel-henn e komz an AOTROU: Devet ec'h eus ar roll en ur lavarout: Perak ec'h eus skrivet ar gerioù-se: Roue Babilon a zeuio a-dra-sur, hag e tistrujo ar vro-mañ, hag e tiverko tud ha loened?


Jeremiaz a gemeras eta ur roll all, a roas da Varuk mab Nerija, ar skrib. Hemañ a skrivas diouzh genoù Jeremiaz holl gomzoù al levr en doa Jojakim roue Juda devet dre an tan. Ha kalz a gomzoù heñvel a voe c'hoazh lakaet ouzhpenn.


Neuze e sellis, ha setu un dorn a oa astennet etrezek ennon o terc'hel ur roll-levr.


Hag e lavaras din: Mab an den, debr ar pezh a gavez, debr ar roll-mañ, ha kae da gomz ouzh ti Israel.


Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.


Hag e welis e dorn dehou an hini a oa azezet war an tron ul levr skrivet en diabarzh hag en diavaez, siellet gant seizh siell.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan