Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Kas a rejont dezhañ ul lizher, ma oa skrivet ennañ: D'ar roue Dariuz, peoc'h a-grenn ganit!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 5:7
8 Iomraidhean Croise  

Ar roue a gasas ar respont-mañ da Rehum ar pennrener, da Shimshai ar sekretour, ha d'o c'henseurted all a zo o chom e Samaria hag en tu-mañ d'ar stêr: Peoc'h ganeoc'h, hag all...


Setu amañ eilskrid al lizher a gasas Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag e genseurted Afarsatkiz eus an tu-mañ d'ar stêr, d'ar roue Dariuz.


Ra ouezo ar roue ez omp aet e proviñs Juda, da di an Doue bras a adsavint e mein-ben, ha koad a lakaint war ar mogerioù. An ti a zo savet buan, ha mont a ra prim al labour etre o daouarn.


Komz a rejont ouzh ar roue Nebukadnezar, o lavarout: O roue, ra vevi da viken!


Ar roue Nebukadnezar d'an holl bobloù, broadoù, yezhoù, a zo o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!


Daniel a lavaras d'ar roue: O roue, ra vevi da viken!


Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.


Ra roio an Aotrou a beoc’h e-unan ar peoc’h deoc’h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc’h holl!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan