Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 5:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Met lagad Doue a oa war henaourien ar Yuzevien, ha ne voe ket graet dezho paouez, betek ma voe kaset an afer dirak Dariuz, ha ma voe skrivet dezho war gement-se.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 5:5
12 Iomraidhean Croise  

Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.


hag en deus graet ma em eus kavet grad vat dirak ar roue, dirak e guzulierien ha dirak holl briñsed galloudek ar roue. Evel-se ez on bet nerzhekaet, dre ma oa dorn an AOTROU va Doue warnon, hag e tastumis pennoù Israel evit pignat ganin.


an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.


Rak mezh am bije bet o c'houlenn soudarded ha marc'hegerien evit hon difenn diouzh hon enebourien e-pad an hent, rak lavaret hor boa d'ar roue: Dorn hon Doue a zo war an holl re a glask anezhañ, met e nerzh hag e gounnar a zo a-enep an holl re a zilez anezhañ.


Me az lakaio skiantek, me a gelenno dit an hent ma tleez kerzhout warnañ, da ren a rin, va lagad a vo warnout.


Setu, lagad an AOTROU a zo war ar re a zouj anezhañ, war ar re a zo en gortoz d'e vadelezh,


Distro diouzh an droug ha gra ar mad, klask ar peoc'h hag heuilh anezhañ.


pa savez, o Doue, evit barn, evit dieubiñ holl ezhommeien an douar.  Ehan


hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc’h a silvidigezh. Ha kement-se eo a-berzh Doue,


rak daoulagad an Aotrou a zo war ar re reizh hag e zivskouarn a zo evezhius d’o fedennoù, met dremm an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an droug.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan