Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ha respontet o deus deomp evel-henn: Ni a zo servijerien Doue an neñvoù hag an douar, hag ec'h adsavomp an ti a oa bet savet gwechall pell 'zo; ur roue bras eus Israel en doa e savet hag echuet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 5:11
17 Iomraidhean Croise  

hag e lakain ac'hanout da douiñ dre an AOTROU, Doue an neñv ha Doue an douar, na gemeri ket ur wreg da'm mab a-douez merc'hed ar Gananeiz, emaon o chom en o zouez.


hag en unnekvet bloaz, da viz Bul, a zo an eizhvet miz, an ti a voe echuet, gant e holl zalc'hoù hag hervez ma oa ret. Seizh vloaz a voe lakaet d'ober anezhañ.


A-benn ugent vloaz, e voe savet gant Salomon an daou di, ti an AOTROU ha ti ar roue.


Hag ivez goulennet hon eus diganto o anvioù, evit o reiñ da c'houzout dit, hag evit skrivañ anv ar re a zo en o fenn.


Komz a rin eus da destenioù dirak ar rouaned, ha ne'm bo ket a vezh.


Meulit Doue an neñvoù, rak e drugarez a bad da viken!


Neuze Nebukadnezar a dostaas ouzh dor ar fornez-dan grizias hag a gomzas o lavarout: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, servijerien an Doue Uhel-Meurbet, deuit er-maez, deuit! Neuze e teuas a-greiz an tan Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.


Hag e lavaras: Hebread ez on. Doujañ a ran an AOTROU, Doue an neñvoù, an hini en deus graet ar mor hag ar sec'h.


An hini eta a anzavo ac’hanon dirak an dud, ec’h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù,


Lavarout a ran deoc’h: Piv bennak a anzavo ac’hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,


Rak un ael a-berzh an Doue ez on dezhañ hag emaon o servijañ a zo en em ziskouezet din en noz-mañ


Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.


Ha n’ouzoc’h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc’h sklavourien d’an hini ma sentit outañ, pe d’ar pec’hed evit ar marv, pe d’ar sentidigezh evit ar reizhder?


Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma’z on bet va-unan evit ar bed.


Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan