Henaourien ar Yuzevien a vañsone hag a rae berzh hervez profediezh Hagai ar profed ha Zakaria mab Iddo. Sevel a rejont eta hag e peurechujont, hervez urzh Doue Israel, hag hervez urzh Kiruz, Dariuz hag Artakserksez roue Persia.
Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:
Taolit evezh eta, adalek an deiz-mañ hag evit an dazont, adalek ar pevare deiz warn-ugent eus an navet miz, adalek an deiz-mañ m'eo bet diazezet templ an AOTROU, taolit evezh:
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ra gennerzho ho taouarn, c'hwi hag a glev hiziv ar c'homzoù-mañ, eus genoù ar brofeded a zo bet en amzer m'eo bet diazezet ti AOTROU an armeoù hag adsavet e dempl.