Ezdra 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 En amzer Artakserksez, e skrivas Bishlam, Mitredad, Tabeel hag e genseurted all da Artakserksez roue Persia. Al lizher a oa skrivet en Aramaeg, troet en Aramaeg.
Eliakiam mab Hilkija, Shebna ha Joak a lavaras da Rabshake: Mar plij, komz ouzh da servijerien en Aramaeg, rak ec'h anavezomp anezhañ, ha na gomz ket e yezh Judaek ouzh divskouarn an dud a zo war ar voger.
Ar roue a gasas ar respont-mañ da Rehum ar pennrener, da Shimshai ar sekretour, ha d'o c'henseurted all a zo o chom e Samaria hag en tu-mañ d'ar stêr: Peoc'h ganeoc'h, hag all...
Rehum ar pennrener, Shimshai ar sekretour, hag o c'henseurted all, Diniz, Afarsatkiz, Tarpeliz, Arfaziz, Arkeviz, Babilonianed, Suzankiz, Dehaviz, Elamiz,
Setu amañ eilskrid al lizher a gasas Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag e genseurted Afarsatkiz eus an tu-mañ d'ar stêr, d'ar roue Dariuz.
Da viz Nisan, en ugentvet bloaz eus ar roue Artakserksez, evel ma oa ar gwin dirazañ, e kemeris ar gwin hag en kinnigis d'ar roue. Ne oan bet biskoazh trist a-wel dezhañ.
Eliakiam, Shebna ha Joak a lavaras da Rabshake: Mar plij, komz ouzh da servijerien en Aramaeg, rak ec'h anavezomp anezhañ, ha na gomz ket e yezh Judaek ouzh divskouarn an dud a zo war ar voger.
Bremañ e tisklêrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc'henno muioc'h a binvidigezhioù eget an holl reoù all. Ha pa vo deuet da vezañ galloudek gant e binvidigezhioù, hemañ a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan.