Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 E-pad ren Asueruz, e deroù e ren, e skrivjont un tamall a-enep tud Juda ha Jeruzalem.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 4:6
13 Iomraidhean Croise  

Ur puñs all a doulljont, hag evitañ ivez e klaskjont tabut. Gervel a reas anezhañ Sitna


Hag e paejont a-enep dezho kuzulierien evit lakaat o divizoù da c'hwitañ e-pad holl amzer Kiruz roue Persia, betek ren Dariuz roue Persia.


En amzer Asueruz, an Asueruz-mañ a oa an hini a rene adalek India betek Etiopia war gant seizh proviñs warn-ugent,


D'ar seizhvet deiz, pa voe laouenaet kalon ar roue gant ar gwin, e c'hourc'hemennas da Vehuman, Bizta, Harbona, Bigta, Abagta, Zetar ha Karkaz, ar seizh spazhad a servije dirak ar roue Asueruz,


Evel-se Ester a voe degaset d'ar roue Asueruz, d'e di roueel, d'an dekvet miz, a oa miz Tevet, er seizhvet bloaz eus e ren.


Haman a lavaras d'ar roue Asueruz: Bez' ez eus ur bobl, stlabezet e-touez ar pobloù dre holl broviñsoù da rouantelezh, en em zalc'h a-du gant lezennoù disheñvel diouzh re an holl bobloù, ha ne viront ket lezennoù ar roue. N'eo ket dereat d'ar roue o lezel evel-se.


Bremañ e tisklêrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc'henno muioc'h a binvidigezhioù eget an holl reoù all. Ha pa vo deuet da vezañ galloudek gant e binvidigezhioù, hemañ a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan.


D'ar c'hentañ vloaz eus Dariuz mab Asueruz eus gouenn ar Veded, deuet da vezañ roue war rouantelezh ar Galdeiz,


Lakaat a rejont a-us d’e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN.


ha ne c’hellont ket prouiñ an traoù a damallont din bremañ.


Pa voe degaset, ar Yuzevien deuet eus Jeruzalem en em lakaas en-dro dezhañ, o tougen a-enep Paol kalz a damalloù pouezus na c’hellent ket prouiñ.


Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan