Ra ouezo ar roue bremañ, ma vez ar gêr-se adsavet hag he mogerioù adlakaet, ne baeint na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen, hag e vo ur c'holl evit teñzor ar rouaned.
Adalek ma voe lennet eilskrid lizher Artakserksez dirak Rehum, Shimshai ar sekretour, hag o c'henseurted, ez ejont gant hast da Jeruzalem da gavout ar Yuzevien, hag e rejont dezho paouez dre heg ha dre nerzh.
Daniel a voe a-us d'ar vinistred all ha d'ar satraped, dre ma oa ennañ ur spered dreist muzul. Hag ar roue a soñje sevel anezhañ war ar rouantelezh holl.