Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ra ouezo ar roue bremañ, ma vez ar gêr-se adsavet hag he mogerioù adlakaet, ne baeint na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen, hag e vo ur c'holl evit teñzor ar rouaned.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 4:13
9 Iomraidhean Croise  

Dre ma tebromp holen ar palez, ha dre ma n'eo ket dereat e vefemp testoù eus ar c'holl-se graet d'ar roue, neuze e kasomp d'ar roue evit reiñ dezhañ ar c'heloù-se.


Hag ez eus bet ivez rouaned galloudus e Jeruzalem, hag o deus renet war an tiriadoù en tu all d'ar stêr, hag e veze paeet dezho truajoù, tailhoù ha gwirioù tremen.


Hag ivez e roomp da c'houzout deoc'h na vo na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen war hini ebet an aberzhourien, al Levited, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz hag ar servijerien eus an ti Doue-mañ.


Hag e oa ivez darn all hag a lavare: Amprestet hon eus arc'hant evit tailhoù ar roue, war hor parkeier ha war hor gwini.


Tud lorc'hus o deus ijinet traoù faos em enep. Me a viro da gemennadurioù e kreiz va c'halon.


Pa zeuas Doeg an Edomad da reiñ keloù da Saül, ha da lavarout dezhañ e oa aet David da di Akimelek.


Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit, Simon? Rouaned an douar, digant piv e kemeront an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien pe digant an diavaezidi?


Pa’z eas Jezuz ac’hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan