Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ra ouezo ar roue ez eo deuet e Jeruzalem ar Yuzevien a zo pignet eus da gichen d'hor c'havout, hag e savont ar gêr disent ha fall-se, hag ec'h adsavont ar mogerioù, hag o deus lakaet an diazezoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 4:12
22 Iomraidhean Croise  

Komz a rez, met n'int nemet komzoù! Ar c'huzul hag an nerzh a zo ret evit ar brezel. Ha bremañ e piv e fiziez evit en em sevel a-enep din?


En e amzer, Nebukadnezar roue Babilon a bignas, ha Jojakim a voe sujet dezhañ tri bloaz. Met en em sevel a reas a-nevez a-enep dezhañ.


Hag en em savas ivez a-enep ar roue Nebukadnezar, en doa e lakaet da douiñ dre Zoue. Reutaat a reas e c'houzoug hag e kaletaas e galon, evit chom hep distreiñ d'an AOTROU Doue Israel.


Setu amañ eilskrid al lizher a gasjont: D'ar roue Artakserksez! Da servijerien, an dud eus an tu-mañ d'ar stêr, hag all...


Ra vo klasket e levr eñvorioù da dadoù, hag e kavi e levr an eñvorioù, hag e ouezi ez eo ar gêr-se ur gêr disent ha fall ouzh ar rouaned hag ouzh ar proviñsoù, hag a bep amzer eo bet graet enni dispac'hoù; setu perak eo bet ar gêr-se distrujet.


Roet em eus urzh, ha klasket ha kavet eo bet ez eo en em savet ar gêr-se a bep amzer a-enep ar rouaned, hag eo bet graet enni dispac'hoù hag iriennoù.


En amzer-se, Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag o c'henseurted, a zeuas d'o c'havout hag a gomzas evel-henn outo: Piv en deus roet deoc'h urzh da sevel an ti-mañ ha d'ober ar mogerioù-se?


Neuze hon eus graet goulennoù digant an henaourien a oa eno, lavaret hon eus dezho: Piv en deus roet deoc'h urzh da sevel an ti-mañ ha d'ober ar mogerioù-se?


Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.


ma oa skrivet ennañ: Klevout a ran e-touez ar broadoù, ha Gashmu en lavar ivez, ez oc'h e sell d'en em sevel, te hag ar Yuzevien, hag evit-se eo ec'h adsavit ar voger; hag e vi o roue, hervez ar pezh a lavarer.


Haman a lavaras d'ar roue Asueruz: Bez' ez eus ur bobl, stlabezet e-touez ar pobloù dre holl broviñsoù da rouantelezh, en em zalc'h a-du gant lezennoù disheñvel diouzh re an holl bobloù, ha ne viront ket lezennoù ar roue. N'eo ket dereat d'ar roue o lezel evel-se.


En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.


Diwar-benn-se, d'an ampoent, e tostaas Kaldeiz da damall ar Yuzevien.


Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


Kavet hon eus an den-mañ, ur vosenn anezhañ, hag a laka an dizunaniezh e-touez ar Yuzevien stlabezet er bed, hag a zo penn eus skol an Nazareidi,


En em virit diouzh pep doare a zroug.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan