Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 hag ar pobloù all bet kaset ha lakaet da chom e kêrioù Samaria hag en tiriadoù en tu-mañ d'ar stêr, gant Osnapar bras ha brudet-kaer, hag all...

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 4:10
8 Iomraidhean Croise  

Enebourien Juda ha Benjamin a glevas ec'h adsave mibien an harlu templ an AOTROU, Doue Israel.


Setu amañ eilskrid al lizher a gasjont: D'ar roue Artakserksez! Da servijerien, an dud eus an tu-mañ d'ar stêr, hag all...


Ar roue a gasas ar respont-mañ da Rehum ar pennrener, da Shimshai ar sekretour, ha d'o c'henseurted all a zo o chom e Samaria hag en tu-mañ d'ar stêr: Peoc'h ganeoc'h, hag all...


Artakserksez, roue ar rouaned, da Ezdra, aberzhour ha skrib eus lezenn Doue an neñvoù, yec'hed peurvat, hag all...


Hag e komzas dirak e vreudeur ha dirak soudarded Samaria o lavarout: Petra a ra ar Yuzevien digalon-se? O lezel a raimp d'ober? Hag ec'h aberzhint? Hag ec'h echuint hiziv? Hag e lakaint da advevañ ar vein eus ar bernioù poultr-se, pa'z int bet devet?


Ha bremañ, hon Doue bras, galloudek ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez, na sell ket evel nebeut a dra ouzh an holl drubuilhoù o deus hon tapet, ni, hor rouaned, hor pennoù, hon aberzhourien, hor profeded, hon tadoù ha da holl bobl, adalek amzer rouaned an Asiria betek hiziv.


Rentit eta d’an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailh d’an neb eo dleet an tailh, ar gwir d’an neb eo dleet ar gwir, an doujañs d’an neb eo dleet an doujañs, an enor d’an neb eo dleet an enor.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan