Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ha kalz eus an aberzhourien, eus al Levited hag eus ar pennoù tadoù a oa oadet, hag o doa gwelet an ti kentañ, pa voe diazezet an ti-mañ dirak o daoulagad, a ouele kreñv. Ha kalz a re all a save o mouezh gant kriadennoù a levenez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 3:12
12 Iomraidhean Croise  

Ha ne oa ket posupl disheñvelout trouz kriadennoù a levenez diouzh trouz garmoù ar bobl, rak ar bobl a laoske kriadennoù bras, hag an trouz a veze klevet a-bell.


Da zeroù a vo bet nebeut a dra, met da ziwezh a vo bras-meurbet.


An hini a zoug an had evit e skuilhañ, a gerzh en ur ouelañ, met dont a raio en-dro o kanañ gant levenez, pa zougo e feskennoù.


Meulit an AOTROU! Rak mat eo kanañ d'hon Doue, rak dous eo, dereat eo e veuliñ.


Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.


Ar bihanañ a zeuio da vezañ ur miliad, hag an disterañ ur vroad c'halloudus. Me an AOTROU a hasto kement-mañ en amzer dereat.


En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, mibien Israel a zeuio, int ha mibien Juda a-gevret. Kerzhout a raint en ur ouelañ, hag e klaskint an AOTROU o Doue.


Piv a chom en ho touez eus ar re o deus gwelet an ti-mañ en e c'hloar kentañ? Ha penaos e welit anezhañ bremañ? Evel ma'z emañ, ha n'eo ket evel netra dirak ho taoulagad?


Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan