Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 3:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Hag e raent ur c'han-ha-diskan, o veuliñ hag o trugarekaat an AOTROU evel-henn: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken evit Israel! Hag an holl bobl a laoske kriadennoù bras a levenez, o veuliñ an AOTROU dre ma veze diazezet ti an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 3:11
32 Iomraidhean Croise  

Kinnigit trugarekadennoù d'an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!


ha ganto e oa Heman ha Jedutun, hag ar re all a oa bet dibabet ha merket dre o anv evit meuliñ an AOTROU , rak e vadelezh a bad da viken;


ha pa voe unanet, evel un den hepken, ar re a sone an trompilhoù gant ar re a gane, o reiñ da glevout o mouezhioù a-unvan evit meuliñ ha trugarekaat an AOTROU, gant son an trompilhoù, ar simbalennoù hag ar binvioù all, hag o veuliñ an AOTROU o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken! e c'hoarvezas ma voe leuniet ti an AOTROU gant ur goabrenn.


Holl vibien Israel a welas an tan ha gloar an AOTROU o tiskenn war an ti, hag e plegjont, o dremm d'an douar war al leur, hag e stoujont, hag e veuljont an AOTROU, o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!


Pennoù al Levited a oa: Hashabia, Sherebia, Jezua mab Kadmiel, hag o breudeur a-dal dezho, evit meuliñ ha trugarekaat, hervez gourc'hemenn David den Doue, ul lez-kanañ o respont d'egile.


Neuze an daou laz-kanañ a arsavas e ti Doue, ha me ivez, an hanter eus ar pennoù a oa ganin,


rak an AOTROU a zo mat, e vadelezh a chom da viken, hag e fealded a oad da oad.


Met madelezh an AOTROU a zo a bep amzer ha da viken evit ar re a zouj anezhañ, hag e reizhder evit mibien o mibien,


Meulit an AOTROU! Kinnigit trugarekadennoù d'an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!


Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!


Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken.


Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. AOTROU, va c'halon n'eo ket c'hwezet, va daoulagad n'int ket uhelaet, ha ne'm eus ket klasket an traoù re vras ha re uhel evidon.


meulit an AOTROU, rak an AOTROU a zo mat! Kanit d'e anv rak trugarezus eo.


D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora.


Dibab a ra deomp hon hêrezh, gloar Jakob a zo karet gantañ.  Ehan


Mari a responte dezho: Kanit d'an AOTROU rak uhel-meurbet eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc'h hag e varc'heger.


Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel.


Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel.


Krial a raent an eil d'egile, hag e lavarent: Santel, santel, santel eo AOTROU an armeoù! An douar holl a zo leuniet gant e c'hloar!


mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.


Piv a chom en ho touez eus ar re o deus gwelet an ti-mañ en e c'hloar kentañ? Ha penaos e welit anezhañ bremañ? Evel ma'z emañ, ha n'eo ket evel netra dirak ho taoulagad?


Piv out menez bras, dirak Zorobabel? Plaenaet e vi. Lakaat a raio ar maen pennañ gant youc'hadegoù: A-drugarez, a-drugarez warnañ!


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.


Jozue en doa roet urzhioù d'ar bobl o lavarout: Ne laoskot kriadenn ebet, ne reot ket klevout ho mouezh, ne zeuio ger ebet eus ho kenoù, betek an deiz ma lavarin deoc'h: Laoskit kriadennoù! Neuze e youc'hot.


D'ar seizhvet gwech, evel ma sone an aberzhourien gant ar shofaroù, Jozue a lavaras d'ar bobl: Laoskit kriadennoù, rak an AOTROU en deus roet kêr deoc'h.


Pa sonint pell gant ar c'horn tourz, adalek ma klevot son ar shofar, an holl bobl a laosko kriadennoù bras, ha neuze moger kêr a gouezho anezhi hec'h-unan, hag ar bobl a bigno, pep hini dirazañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan