Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Pa daolas ar vañsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoù, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoù, evit meuliñ an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 3:10
26 Iomraidhean Croise  

Shebania, Jozafad, Netanael, Amasai, Zakaria, Benaja hag Eliezer, aberzhourien, a sone gant an trompilhoù dirak arc'h Doue. Obed-Edom ha Jekija a oa porzhierien evit an arc'h.


David a oa gwisket gant ur vantell lin fin, kenkoulz hag an holl Levited a zouge an arc'h, hag ar ganerien. Ha Kenania penn an dougen a oa gant ar ganerien. David en doa un efod lin warnañ.


Hag e voe lezet eno, dirak arc'h emglev an AOTROU , Azaf hag e vreudeur, evit ober dalc'hmat ar servij dirak an arc'h, hervez ar pezh a zo d'ober bemdez;


ganto e oa Heman ha Jedutun, gant trompilhoù ha simbalennoù evit ar re a lakae anezho da seniñ, ha gant binvioù evit Doue; mibien Jedutun a oa porzhierien.


pevar mil evel porzhierien, pevar mil evit meuliñ an AOTROU gant binvioù en deus graet David evit meuliñ.


an triwec'hvet da Hanani, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;


Goude e prientjont ar pezh a oa evito o-unan hag evit an aberzhourien, rak an aberzhourien mibien Aaron a voe dalc'het betek an noz da ginnig al loskaberzhoù hag al lardoù. Setu perak al Levited a brientas evito o-unan hag evit an aberzhourien mibien Aaron.


Ar ganerien mibien Azaf en em zalc'he en o lec'h, hervez gourc'hemenn David, Azaf, Heman ha Jedutun gwelour ar roue, hag ar borzhierien a oa ouzh pep dor. N'o doe ket da guitaat o servij, rak o breudeur Levited a briente ar pezh a oa evito.


ha pa en em zalc'has ouzh sav-heol an aoter al Levited, a oa kanerien, Azaf, Heman, Jedutun, hag o mibien hag o breudeur, gwisket a lin fin, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, ha ganto kant ugent aberzhour o seniñ trompilhoù,


kanerien, mibien Azaf, kant eizh warn-ugent;


Neuze ar Sheshbazar-mañ a zeuas hag a ziazezas ti Doue a zo e Jeruzalem. Adalek an amzer-se betek bremañ ec'h adsavomp anezhañ, ha n'eo ket echu c'hoazh.


Meulit eñ gant ar simbalennoù skiltrus! Meulit eñ gant ar simbalennoù tregernus!


Taolit evezh eta, adalek an deiz-se hag en ur sevel en amzer dremenet, a-raok ma oa bet lakaet maen war vaen e templ an AOTROU,


Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.


Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.


Piv out menez bras, dirak Zorobabel? Plaenaet e vi. Lakaat a raio ar maen pennañ gant youc'hadegoù: A-drugarez, a-drugarez warnañ!


Komz dezhañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu un den a zo Diwan e anv, a ziwano eus e lec'h hag a savo templ an AOTROU.


hag evit komz ouzh aberzhourien ti AOTROU an armeoù hag ouzh ar brofeded, o lavarout: Ha dleout a ran gouelañ d'ar pempvet miz, ha yunañ, evel ma'm eus graet e-pad kement a vloavezhioù?


Neuze ar roue a lavaras da Zoeg: Distro hag en em daol war an aberzhourien. Ha Doeg an Edomad a zistroas hag en em daolas war an aberzhourien, hag e lazhas en deiz-se pemp den ha pevar-ugent o tougen an efod lin.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan