Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 2:70 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

70 An aberzhourien, al Levited, tud ar bobl, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz, a chomas en o c'hêrioù. Holl re Israel a voe o chom en o c'hêrioù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 2:70
7 Iomraidhean Croise  

Mont a rejont eta hag e c'halvjont porzhierien kêr evit disklêriañ ar c'heloù-se dezho o lavarout: Aet omp da gamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno na mouezh den e-barzh. N'eus nemet kezeg hag ezen stag, hag an teltennoù evel ma oant.


Diagent zoken, pa oa Saül roue, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU da Zoue en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn va fobl Israel.


Hag an dud kentañ a voe o chom en o dalc'hioù, en o c'hêrioù, a voe an Israeliz, an aberzhourien, al Levited hag an Netiniz.


Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.


An aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, tud ar bobl, an Netiniz, hag holl re Israel a chomas en o c'hêrioù. Evel-se, pa erruas ar seizhvet miz, mibien Israel a oa en o c'hêrioù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan