Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 2:68 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

68 Pennoù tadoù, pa zeujont da di an AOTROU e Jeruzalem, a ginnigas profoù evit ti Doue, evit ma vefe adsavet en e lec'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 2:68
20 Iomraidhean Croise  

Hag ael an AOTROU a lavaras da C'had komz ouzh David, evit ma pignfe David da sevel un aoter d'an AOTROU war leur Ornan ar Jebuzad.


David a lavaras: Amañ e vo ti an AOTROU Doue, hag amañ e vo aoter al loskaberzhoù evit Israel.


Salomon a stagas da sevel ti an AOTROU e Jeruzalem, war Venez Moria a oa bet diskouezet da Zavid e dad, el lec'h end-eeun kempennet gant David, war leur Ornan ar Jebuzad.


pevar c'hant pemp kañval ha tregont, c'hwec'h mil seizh kant ugent azen.


Reiñ a rejont da deñzor al labourioù, hervez o galloud, mil drakm aour ha tri-ugent, pemp mil minenn arc'hant, ha kant toneg aberzhourien.


Hag ec'h adsavjont an aoter war he sichenn, hag aon o doa rak pobloù ar vroioù. Kinnig a rejont warni loskaberzhoù d'an AOTROU, loskaberzhoù ar mintin hag an abardaez.


Rak ni a zo sklaved, ha koulskoude hon Doue n'en deus ket hol lezet er sklavelezh, met lakaet en deus ac'hanomp da gavout trugarez dirak rouaned Persia, o reiñ deomp buhez evit sevel ti hon Doue, adsevel e rivinoù, hag evit reiñ deomp ur voger e Juda hag e Jeruzalem.


Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.


Komz da vibien Israel, ra gemerint ur prof evidon. Degemer a reot va frof digant pep den a ginnigo anezhañ a galon vat.


Ar re holl a gase o c'halon anezho a zeuas, ar re holl a lakae o spered anezho d'henn ober a zegasas ur prof d'an AOTROU evit oberenn teltenn an engalv, evit hec'h holl servijoù hag evit ar gwiskamantoù santel.


Mibien Israel a zegasas d'an AOTROU profoù a volontez vat, ar wazed hag ar gwragez a lakae o c'halon anezho da lodenniñ el labour holl en doa gourc'hemennet an AOTROU dre c'henoù Moizez.


hag e kemerjont a-zirak Moizez an holl brofoù o doa degaset mibien Israel d'ober pep tra evit servij ar santual. Hag e voe degaset dezhañ c'hoazh bep beure profoù a volontez vat.


Rak mar d-emañ ar gred ganeoc’h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n’eus ket.


Rak testeniañ a ran, roet o deus anezho o-unan, hervez o galloud, zoken en tu all d’o galloud,


Ra roio pep hini hervez ar pezh ma en deus soñjet en e galon, nann gant keuz na dre ret, rak Doue a gar an hini a ro gant levenez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan