Pa daolas ar vañsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoù, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoù, evit meuliñ an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel.
Matania mab Mika, mab Zabdi, mab Azaf, a oa mestr evit lañsañ ar meuleudioù er bedenn; ha Bakbukia, an eil a-douez e vreudeur; hag Abda mab Shammua, mab Galal, mab Jedutun;