Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 10:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Piv bennak na zeufe ket dindan tri deiz, hervez ali ar pennoù hag an henaourien, e vefe lakaet da verz e holl vadoù, hag eñ e-unan lamet diouzh bodadeg re an harlu.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 10:8
14 Iomraidhean Croise  

Neuze e voe embannet e Juda hag e Jeruzalem, ma vefe ret da holl vibien an harlu en em zastum e Jeruzalem.


Neuze holl dud Juda ha Benjamin en em zastumas e Jeruzalem dindan tri deiz. Kement-mañ a voe d'an navet miz, d'an ugentvet deiz eus ar miz. An holl bobl en em zalc'has war leurenn ti Doue, o krenañ gant an afer-se ha gant ar glav.


An holl re na virint ket lezenn da Zoue ha lezenn ar roue, ra vint barnet diouzhtu, pe d'ar marv pe d'ar forbannerezh pe d'un dell-gastiz war ar madoù pe d'an toull-bac'h.


Hag unan eus mibien Jojada mab Eliashib, an aberzhour-meur, a oa mab-kaer da Samballad an Horonad; ha me en kasas kuit diouzh va c'hichen.


Adal ma voe klevet al lezenn, e voe dispartiet Israel diouzh pep meskad.


Kement a vo lakaet da verz, pep tra hag en devo lakaet un den da verz evit an AOTROU eus ar pezh a zo dezhañ, den, loen, park eus e berc’henniezh, ne c’hello ket bet gwerzhet na dasprenet. Pep tra lakaet da verz a zo santelaet holl d’an AOTROU.


Ma ne selaou ket anezho, lavar d’an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.


Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.


E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.


Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec’hed hag e kelennez ac’hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.


Diwar-benn re an diavaez, Doue o barn. Lamit an den fall eus ho touez.


An holl arc'hant hag an holl aour gant pep tra arem hag houarn a vo santelaet d'an AOTROU ; mont a raint e teñzor an AOTROU .


Mibien Israel a lavaras: Piv n'eo ket pignet d'ar vodadenn dirak an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel? Rak graet e voe ul le bras a-enep an hini na vefe ket pignet da Vizpa dirak an AOTROU o lavarout: Lakaet e vo d'ar marv.


Hag e kemeras ur yevad ejened, hag o droc'has a-dammoù, a gasas dre holl vro Israel dre gannaded en ur lavarout: Graet e vo evel-se da ejened ar re na zeuint ket war-lerc'h Saül ha Samuel. Ha spont an AOTROU a gouezhas war ar bobl, hag e teujont er-maez evel un den hepken.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan