Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 10:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Hag e savas Ezdra a-zirak ti Doue, hag ez eas da gambr Jokanan mab Eliashib, hag ez eas enni. Ha ne zebras ket bara, ne evas ket dour, rak e oa e kañv en abeg da bec'hed re an harlu.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 10:6
16 Iomraidhean Croise  

Evel ma pede Ezdra ha ma rae an anzav-se o ouelañ, stouet dirak ti Doue, un engroez bras, gwazed, maouezed ha bugale, en em zastumas davetañ, hag ar bobl a ouelas a-boullad.


Neuze e voe embannet e Juda hag e Jeruzalem, ma vefe ret da holl vibien an harlu en em zastum e Jeruzalem.


Hag an holl re a grene da gomzoù Doue Israel a zeuas d'en em vodañ etrezek ennon, en abeg da bec'hed mibien an harlu, ha me a azezas gwall c'hlac'haret betek donezonoù an abardaez.


Jezua a voe tad da Jojakim, Jojakim a voe tad da Eliashib, Eliashib a voe tad da Jojada,


Diwar-benn al Levited, ar pennoù tadoù a voe enskrivet en amzer Eliashib, Jojada, Jokanan ha Jadua; diwar-benn an aberzhourien e voe dindan ren Dariuz ar Pers.


Hag unan eus mibien Jojada mab Eliashib, an aberzhour-meur, a oa mab-kaer da Samballad an Horonad; ha me en kasas kuit diouzh va c'hichen.


en doa kempennet evitañ ur gambr vras aze, el lec'h ma veze lakaet diagent an donezonoù, an ezañs, al listri, deogoù ar gwinizh, ar gwin hag an eoul, an traoù a oa urzhiet evit al Levited, ar ganerien hag ar borzhierien, gant ar pezh a veze savet evit an aberzhourien.


Eliashib an aberzhour-meur a savas gant e vreudeur an aberzhourien, hag ec'h adsavjont dor an Deñved, hag e santelajont anezhi. Lakaat a rejont he stalafioù, hag e santelajont anezhi betek tour Mea ha betek tour Hananeel.


War e lerc'h, Baruk mab Zabbai a zresas ul lodenn all o labourat c'hwek, adalek ar c'horn betek dor ti Eliashib an aberzhour-meur.


N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret.


Rak va deizioù a ya evel ar moged, ha va eskern a zo devet evel un oaled.


Eñ a voe eno gant an AOTROU daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, ha ne zebras ket bara ha ne evas ket dour. Hag e skrivas war an taolennoù komzoù an emglev, an dek komz.


E-pad ma c'halve an Aotrou, AOTROU an armeoù, da ouelañ en deiz-se, da huanadiñ, da douzañ ho pennoù, da c'hourizañ ar sac'h,


Hag e trois va dremm etrezek an Aotrou Doue, evit kinnig goulennoù ha pedennoù dezhañ gant yun, sac'h ha ludu.


Stouet em eus dirak an AOTROU, evel diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriñ bara hag hep evañ dour, en abeg d'an holl bec'hedoù ho poa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evit e fuloriñ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan