Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 10:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Neuze e savas Ezdra, hag e reas touiñ pennoù an aberzhourien, al Levited hag Israel a-bezh d'ober hervez ar c'homz-se. Hag e toujont.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 10:5
10 Iomraidhean Croise  

Ha bremañ greomp un emglev gant hon Doue, da gas kuit an holl wragez-se hag ar re a zo ganet diouto, hervez kuzul an Aotrou hag ar re a gren da gomzoù hon Doue. Ra vo graet hervez al lezenn.


a unanas ouzh o breudeur, ar re uhelañ anezho, hag e ouestljont gant le, o touiñ da gerzhout e lezenn Doue a oa bet roet dre Voizez servijer Doue, da virout ha d'ober hervez holl c’hourc’hemennoù an AOTROU hon Aotrou hag hervez e varnedigezhioù hag e reolennoù,


Gourdrouz a ris anezho, hag o milligis, hag e skois war hiniennoù, hag e tennis o blev dezho, hag o lakais da douiñ dre Zoue: Na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien nag evidoc'h.


Hag e respontjont: Ni a zaskoro, ha ne c'houlennimp netra diganto, ober a raimp ar pezh a lavarez. Neuze e c'halvis an aberzhourien, evit ober dezho touiñ e raint hervez ar gomz-se.


An den fur a selaouo hag a gresko e ouiziegezh, an den skiantek a zegemero evezhiañs,


Laouen eo un den pa respont gant e vuzelloù, ha pegen mat eo ur gomz lavaret e koulz!


An eoul hag ar c'hwezh-vat a laouena ar galon, evel-se eo douster ur mignon o reiñ kuzul digant e galon.


Ro d'un den fur hag e teuio furoc'h c'hoazh, kelenn un den reizh hag e kresko e gouiziegezh.


Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan