Bremañ lakait ho kalonoù hag hoc'h ene da glask an AOTROU ho Toue, savit, grit ur santual d'an AOTROU Doue, evit degas arc'h emglev an AOTROU ha listri santel Doue d'an ti a zle bezañ savet da anv an AOTROU .
David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .
Ha setu kevrennoù an aberzhourien hag al Levited a zo evit holl servij ti Doue. Ha bez' e vo ganit evit an holl labour-se an holl dud a-youl-vat, ampart evit servijoù a bep seurt, hag ar pennoù hag an holl bobl prest d'ober kement a lavari.
Heñvel eo ouzh un den a ya en ur vro all, a lez e di, a ro ar renerezh anezhañ d’e vevelien o reiñ da bep hini e labour, hag a c’hourc’hemenn d’ar porzhier bezañ dihun.