Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ezdra 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hag Ezdra an aberzhour a savas hag a lavaras dezho: Pec'het hoc'h eus o kemer gwragez estren, ha kresket hoc'h eus kablusted Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ezdra 10:10
8 Iomraidhean Croise  

hag a lavarjont dezho: Ne lakaiot ket ar brizonidi da zont amañ, rak kablus ez omp dirak an AOTROU. Fellout a ra deoc'h c'hoazh lakaat kement-se war hor pec'hedoù hag hor fazioù, pa'z omp dija gwall gablus, hag ez eo kounnar entanet an AOTROU war Israel.


Ha bremañ anzavit ho pec'hed d'an AOTROU, Doue ho tadoù, ha grit e youl. En em zispartiit diouzh pobloù ar vro ha diouzh ar gwragez estren.


Neuze holl dud Juda ha Benjamin en em zastumas e Jeruzalem dindan tri deiz. Kement-mañ a voe d'an navet miz, d'an ugentvet deiz eus ar miz. An holl bobl en em zalc'has war leurenn ti Doue, o krenañ gant an afer-se ha gant ar glav.


daoust hag e tistrofemp da derriñ da c'hourc'hemennoù ha da ober emglev gant ar pobloù euzhus-mañ? Ha ne vefes ket kounnaret a-enep deomp, betek hor c'has da get, betek na vefe restad ebet na den manet salv?


hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.


Ha setu e savit war-lerc'h ho tadoù evel broustennoù tud pec'herien, evit kreskiñ c'hoazh gwrez kounnar an AOTROU a-enep Israel.


Deuit da leuniañ eta muzul ho tadoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan