Ar bobl a voe laouen gant ar profoù a-youl-vat-se, rak ober a raent a-greiz o c'halon o frofoù a-youl-vat d'an AOTROU . Hag ar roue David a voe laouen-kenañ ivez.
An holl re a van, e pep lec'h bennak ma'z emaint, ra sikouro tud al lec'h-se anezho gant arc'hant, aour, madoù, loened, en tu-hont d'ar profoù a youl vat a vo kinniget evit an ti eus Doue a zo e Jeruzalem.
d'ar pevare deiz e pouezjomp an arc'hant, an aour hag al listri e ti hon Doue e dorn Meremod mab Uri an aberzhour. Gantañ e oa ivez Eleazar mab Fineaz, hag al Levited Jozabad mab Jezua ha Noadia mab Binnui.
A-dra-sur, int holl a glaske hor spontañ en ur lavarout: O daouarn a skuizho o labourat, en doare na vo ket graet an oberenn. Bremañ eta, kreñva va daouarn!
Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.