Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ester 9:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Kaset e voe lizheroù d'an holl Yuzevien er c'hant seizh proviñs warn-ugent eus rouantelezh Asueruz, gant komzoù a beoc'h hag a fealded,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ester 9:30
7 Iomraidhean Croise  

Sara a vevas kant seizh vloaz warn-ugent, ar re-se eo bloavezhioù buhez Sara.


En amzer Asueruz, an Asueruz-mañ a oa an hini a rene adalek India betek Etiopia war gant seizh proviñs warn-ugent,


Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.


Rak setu, ar re a bella diouzhit a varvo. Lemel a ri kuit an holl re a zistroio diouzhit.


Oberenn ar reizhder a vo ar peoc'h, ha frouezh ar reizhder a vo an diskuizh hag ar surentez da viken.


Ezekiaz a lavaras da Izaia: Mat eo komz an AOTROU ac'h eus disklêriet. Hag e lavaras: Dre ma vo peoc'h ha surentez e-pad va deizioù!


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezañ evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioù a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan