Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ester 5:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Haman a yeas, en deiz-se, seder ha laouen e galon. Met pa welas ouzh dor ar roue Mardoke ha ne savas ket ha ne fiñvas ket evitañ, e voe leun a gounnar a-enep Mardoke.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ester 5:9
19 Iomraidhean Croise  

Akab a zistroas d'e di, glac'haret ha kounnaret gant ar gomz en doa lavaret dezhañ Nabod eus Jizreel, p'en doa respontet: Ne roin ket dit hêrezh va zadoù. Hag e c'hourvezas war e wele, e tistroas e zremm, ha ne zebras netra.


Hag e respontas dezhi: Dre ma em eus komzet ouzh Nabod eus Jizreel, ha lavaret dezhañ: Ro din da winienn evit arc'hant, pe ma fell dit, e roin dit ur winienn all eviti. Hag en deus lavaret: Ne roin ket dit va gwinienn.


Evel ma oa dastumet ar gwerc'hezed un eil gwech, Mardoke a oa azezet ouzh dor ar roue.


Holl servijerien ar roue a oa ouzh dor ar roue a blege hag a stoue dirak Haman, rak ar roue en doa gourc'hemennet-se en e geñver. Met Mardoke ne blege ket ha ne stoue ket dirazañ.


Haman a welas na blege ket ha na stoue ket Mardoke dirazañ, hag Haman a voe leun a fulor.


Met kement-se holl n'eo ket a-walc'h din, e-keit ha ma welin Mardoke ar Yuzev azezet ouzh dor ar roue.


youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?


mar n'o deus ket lavaret tud va zi: Pelec'h ez eus unan bennak ha na vefe ket bet gwalc'het a gig?,


an hini a sell gant fae an den disprizus, an hini a enor ar re a zouj an AOTROU, an hini na cheñch ket e le zoken pa vefe en e c'haou,


Pa gampfe un arme a-enep din, ne spontfe ket va c'halon. Pa savfe ar brezel a-enep din, eno e vefe va fiziañs.


Neuze Nebukadnezar, kounnaret ha fuloret, a c'hourc'hemennas degas Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Degaset e voent dirak ar roue.


N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.


Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.


Gwalleur deoc’h, tud leuniet! rak c’hwi ho po naon. Gwalleur deoc’h, ar re a c’hoarzh bremañ! Rak c’hwi en em c’hlac’haro hag a ouelo.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, c’hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C’hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.


O klevout ar c’homzoù-se, e oant leuniet a fulor en o c’halonoù hag e c’hrigoñsjont o dent a-enep dezhañ.


Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c’hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan