Mar kav mat ar roue, ra vo embannet un urzh roueel eus e berzh, ha ra vo skrivet e lezennoù Persia ha Media, ha ra vo didorrus, penaos na zeuio ken Vasti dirak ar roue Asueruz, hag e roio ar roue ar vriegezh a rouanez da unan all, gwelloc'h egeti.
Ha pa vo anavezet an urzh en devo graet ar roue, en e holl rouantelezh, daoust pegen bras eo, an holl wragez a enoro o friedoù, eus ar brasañ d'ar bihanañ.
Kas a reas lizheroù da holl broviñsoù ar roue, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, evit ma vefe pep gwaz mestr en e di. Embannet e voe hervez yezh pep pobl.