Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 6:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Ra vo ar peoc’h roet d’ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Ra vezo ar peoc’h, ar garantez assambles gant ar feiz var ar breudeur, a‐berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus‐Christ!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 6:23
21 Iomraidhean Croise  

Eñ a lavaras: Ra vo ar peoc'h ganeoc'h! N'ho pet ket aon, ho Toue eo. Doue ho tad eo an hini en deus roet un teñzor deoc'h en ho seier, resevet em eus hoc'h arc'hant. Hag e tegasas dezho Simeon.


Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.


d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Ra vo an Doue a beoc’h ganeoc’h holl! Amen.


Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc’h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!


Ra vo ar c’hras gant ar re holl a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant ur garantez digemmus! Amen.


Met ni pa’z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh.


Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,


Ra roio an Aotrou a beoc’h e-unan ar peoc’h deoc’h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc’h holl!


ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist.


Pedet em eus ac’hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc’hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren


Ma n’en deus ket unan bennak preder ouzh e re, ha dreist-holl ouzh re e diegezh, nac’het en deus ar feiz hag eo gwashoc’h eget un den difeiz.


Saludit an eil egile dre ur pok a garantez. Ra vo ar peoc’h ganeoc’h holl a zo e Jezuz-Krist! Amen.


rak spi am eus ez kwelin prest, hag e e komzimp genoù ouzh genoù. Ar peoc’h ra vo ganit! Ar vignoned a salud ac’hanout. Salud ar vignoned, pep hini dre e anv.


Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,


ha lavarit dezhañ: Peoc'h dit evit da vuhez! Peoc'h da'z ti ha da gement a zo dit!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan