Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Efeziz 6:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc’h pep tra.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Hogen, evit ma ouezot ive ar pez a zell ouzin, hag ar pez a ran, Tychikus, ar breur muia‐karet, hag ar ministr fidel en Aotrou, a roi deoc’h da anaoud pep tra.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Efeziz 6:21
11 Iomraidhean Croise  

Ambrouget e voe betek Azia gant Sopater eus Beroia, Aristark ha Sekunduz eus Tesalonike, Gaiuz eus Derb, Timote, ha Tichik ha Trofim eus Azia.


Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc’h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc’h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.


Koulskoude, breudeur, e fell din e ouefec’h penaos ar pezh a zo c’hoarvezet ganin a zo troet kentoc’h evit kreskadurezh an Aviel,


Kelennet oc’h bet diwar he fenn gant Epafraz, hor c’henlabourer karet-mat er servij, hag a zo evidoc’h ur ministr feal eus Krist


Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.


Kaset em eus Tichik da Efez.


Pa gasin dit Artemaz pe Tichik, hast buan dont da’m c’havout e Nikopoliz, rak eno em eus graet va soñj da dremen ar goañv.


n’eo ket mui evel ur sklavour, met dreist ur sklavour, evel ur breur karet-mat, dreist-holl ganin-me ha muioc’h c’hoazh ganit-te, hervez ar c’hig hag hervez an Aotrou.


Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.


Kredit penaos pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigezh, evel m’en deus skrivet deoc’h hor breur karet-mat Paol hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan